Keleier ar vro d'ar Meurzh 7 a viz Gourhelen 2026
Kinniget eo bet an doereioù get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Divizet he deus ar rannvro serriñ 230 plas er skolioù klañvdiouriezh en distro-skol.
Rak ne vo ket argantaouet ar plasoù-se ken get ar Stad ha digoret e oant bet geton justawalc'h àr-lerc’h ar C'hovid. Neoazh e vanka tud a-vicher e bed ar yec'hed e Breizh ha kreskiñ a ray an ezhommoù rak àr goshaat e ya ar boblañs. 18 plas a vo serret e skol klañvdiouriezh an Oriant da skouer. Votet en deus kuzul-kêr ar gumun un het e fin miz Mezheven é c'houlenn get ar rannvro hag ar Stad monet àrr gil ha serriñ nebeutoc'h a blasoù eno.
Margot Rupin a zo klañvdiourez en un arnodva dielfennadennoù medisin e Kemperle hag e Ploue. Setu he soñj àr an diviz-se. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.
Da glevet ivez:
-An Hamas en deus disklêriet bout divodet e aozadurioù renn.
-Hiriv e ouiimp ma c’hellay pe pas Marine Le Pen bout àr ar renk.
-Fabien Roussel 'zo bet lakaet e penn strollad ar gomunisted en-dro disul.
-Mennad sañsur an ekologourion n’eo ket bet degemeret.
-Ansavet en deus Cédric Jubilar bout lazhet e gwreg Delphine Aussaguel e 2020. Unan ag an aferioù feminisid brudetañ e Frañs e-korf ar bleadoù paset eo.
-61 departamant edan evezh Meteo Frañs liv orañjez.
-sport :
Lig Handball ar merc’hed n’eus embannet e deiziataer evit ar c’houlzad 2026-2027.
Neizhour e oa eizhvedenn gourfenn kib ar bed melldroad ar baotred.
Aet eo ar roched melen get Tadej Pogacar evit trivet tennad-hent tro bro C'hall ar baotred àr velo.