en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 30 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 30 a viz Even 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Taol-Lañs 2026

Gouel Broadel ar brezhoneg a oa bet e Maner Kernaod e Mellag e-pad an dibenn sizhun ha digwener da noz e oa bet dalc'het, evel kustum, an taol-Lañs da zigeriñ ar gouel. Troet mat e oa ar strolladoù war ar rap ar bloaz-mañ, pevar arzour pe strollad rap a oa en holl. Divizet en deus ar wech-mañ ar juri reiñ ar priz d'ar rapour Muncai er rummad tud a-vicher ha d'ar soner ha kaner folk JD er rummad Dazont ...

Petra eo an enklaskoù onkologel ?

An dra se zo bet displeget ‘ba Ospital Montroulez ar miz mañ. Ur prantad ‘oa aozet gant servij an onkologiezh evit reiñ da c’hoût d’an holl ‘vez kaset enklaskoù seurt se ‘ba ur bouchad ospitalioù ha zoken ‘ba ospitalioù bihan a-walc’h ‘vel hini Montroulez. Mark Fereg zo onkologour anezhañ ‘ba Montroulez. Muioc’h a ditour gantañ.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Reiñ e zilez a raio prezidant Serbia, Aleksandar Vucic

- 1719 den a zo marvet e Venezuela 'blam d'ar c'hrenn-douar hag ouzhpenn 50 000 a zo dianket evit poent

- Votet en deus ar sened dec'h evit na vefe aotreet implijout an asetamiprid

- Tennet en deus departamant ar Morbihan e skoazelloù digant daou festival

- E 2040 e c'hellfe pignat an temperadurioù betek 44°C pe 47°C e Breizh

- Seiz uzin e bro Pondi a oa bet serret ar sizhun dremenet evit espern dour

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio