Keleier ar vro d'ar Meurzh 9 a viz Even 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Ur sal dibar a zo bet digoret e Skolaj-Lise Diwan Gwened
« Sal Snoezelen » eo he anv, ar pezh a dalv « distaniñ hag analiñ » e nederlandeg. Savet eo bet ar sal-mañ da gentañ penn evit an dud tapet get kudennoù neurologel, barradoù anken, aotegezh, pe TDAH da skouer. Celine Meneses, renerez ar skolaj-lise, Glen Ar Strat ar penngasour ha Téo ur skolajiad aoteg o doa degemeret Aodren Trehin evit kinnig ar sal nevez flamm-mañ.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Ouzhpenn 100 devezh zo e oa kroget ar brezel er Reter Kreiz, etre Iran, Israel, Liban hag ar Stadoù-Unanet
- Diaes eo gouzout gant piv eo aet ar maout en dilennadegoù prezidant disul e bro Perou
- Bodet en deus Gerald Darmanin dec'h ar brokulourien meur en afer Lyhanna
- Digoret en deus ar parked enep-spontouriezh gall un enklask a-enep an arme israelian
- 21 strollad a c'houlenn na vefe nullet an aotre furcherezh mengleuzioù e Breizh
- Un takad naturel gwarezet nevez a vo digoret e Breizh
- Digoret e vo al linenn tren etre Brest ha Kemper en-dro 'benn disadorn