Keleier ar vro d'ar Meurzh 2 a viz Even 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Distro eo Aï'ta !
E miz Ebrel e oa bet adsavet ar strollad a stourm evit ar brezhoneg. Krouet e oa bet da gentañ e 2005. Brudet e oa deuet da vezañ evit e abadennoù disujidigezh, o tivontañ panelloù unyezhek war vord hentoù Breizh da skouer pe oc'h ac'hubiñ lec'hioù foran, evel an tiez-garr, evit goulenn muioc'h a vrezhoneg. Aes e oa anavezout izili ar strollad gwisket e orañjez flamm. Met kollet e oa bet o lusk gant ar stourmerien ha stourmerezed e-kerzh ar bloavezhioù 2010...ha setu ar strollad dihunet en dro bremañ ! Ha taol-kaer kentañ kentañ Ai'ta Nevez a vo 'benn disadorn. Muioc'h a ditouroù gant Régine Gwilhamot, a zo er strollad Ai'ta nevez.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Keloù deus ar Brezel etre Ukraina ha Rusia
Emgannoù e Liban
Bombezadegoù amerikan hag iranian e kornôg Azia
16 euskarad a zo bet kaset dirak al lez-varn evit bezañ lidet dieubidigezh ur prizoniad politikel.
Reuz da heul gourfenn lig ar gampioned e Pariz ha Roazhon