en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Sevenadur Breizh uhel ha Breizh izel a oa bodet asambl e gouel al loar rous.

Sevenadur Breizh uhel ha Breizh izel a oa bodet asambl e gouel al loar rous.

5vet gouel al loar rous (festival La lune rousse) a oa e Kistreberzh etre dimerc’her ha disadorn ar sizhun baset.

Lakaet ‘zo bet àr wel kement ar sevenadur breton eget gallo, rak justawalc’h, ar vro-se, a vez graet bro A-bas anezhañ, en deus un idantelezh dibar ha pinvidik.

Disadorn e oa unan a prantadoù pennañ ar gouel. Ur pred kanet a oa edan koc’hu ar 16vet kantved. Dre chañs e oa fresk mat enno, gwarezet doc’h an amzer tomm gor !

Aodren Trehin a oa bet er festival. Ar blas he doa kejet get Thierry Jolived ha Jeremy Robin izili ar gevredigezh Andon hag a gasa àr-raok sevenadur ar gallo ha breizhad e bro Kistreberzh. Lena Kerneur, penn ganourez el laz-kaniñ Andon a oa ivez doc’h mikro Aodren Trehin.


Evit peurrest an devezh e oa kinniget ur sonadeg ag ar strollad Drache en iliz, un arvest dañs àr ar blasenn, hag evit achiv ur fest-noz get ar strolladoù Formika, La Mesanj ha Plantec.

Un atersadenn hir diàr bro A-bas, da laret eo bro Gistreberzh, get Thierry Jolived ha Jeremy Robin a vo da selaou en abadenn Avel em fenn get Emrys.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio