Barnet 'zo bet un den evit bout taget kelaouenn ar Poher e Karaez.
Goude an tagadennoù a oa bet da geñver afer Kallag e 2023 eo bet taget en-dro redak ar gazezenn Ar Poher.
Yves Le Picard en doa kroget da lakaat pegsunioù get kemenadennoù ag an tu dehoù pellan àr talbenn ar Poher e 2024. Daet e oa 3 gwezh ar blez-se hag adkroget en deus e penn kentañ ar blez-mañ. Aet eo betek ober salud nazi dirak ar redak ! 6 gwezh en deus Erwan Chartier savet klemm.
Ouzhpenn d’ar Poher en deus Yves Le Picard taget mediaoù arall : Ouest-France, an Télégramme ha Splann !
Dalc’het e oa e brosez e Brest 10 teiz zo, (an 11 a viz Mae) evit ar fedoù a sell doc’h ar blezad 2024 hepken. Ne oa ket deuet ar stourmer a strollad ar brogagourion breton (patriotes bretons) d’e brosez.
Kondaonet e oa bet Yves Le Picard da 120 devezh tell-gastiz da 10 euro pep hani, da baeañ ivez 1300€ digoll ha chom hep dont d’ar Poher e-pad 3 blez.
Prosezoù arall a vo rak meur a afer a zo àr e chouk.
Selaouomp reaktadenn Erwan Chartier e penn ar gazetenn ar Poher, da c’houde ar varnadenn.
Un atersadenn get Aodren Trehin.