Keleier ar vro d'ar Merc'her 20 a viz Mae 2026
Kinniget eo bet ar c'hleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Daou viz war-lec'h an dilennadegoù e peurrest Frañs, e oa bet dalc'het disul dilennadegoù ti-kêr Molenez.
Rak poan o deus bet annezidi ar gumun da sevel ul listenn. Agathe Seite, a zo a orin eus an enezenn, he doa bodet an dud a-volontez-vat e Molenez evit ma vehe savet ul listenn. ‘Benn ar fin eo bet dilennet al listenn nemeti disul neuze, ul listenn get 11 anv, kaset get Bruno Corolleur. Hir e oa bet an hent evit sevel ur skipailh...
Agathe Seite a oa bet aterset get Metig Jakez-Vargas.
Digwener ‘vo roet lañs da Festival Kazh Du e Brest, ur festival anarkour a baday betek disul. Ar mennozhioù liberter ‘vo lakaet àr wel.
El àrlene ‘zo bet aozet ur programm gant prezgennoù, atalieroù ha sonadegoù. E ti Patronage Laïc Guerin e c’hallay an dud em vodañ evit kaout plijadur ha komz diàr-benn sujedoù politikel. Lakaet ‘vo ar gaoz àr al lojeris e-korf ar Festival hag ar gwir da vevañ e kêr pe c’hoazh wàr ar rouedadoù sokial alternativel. Sonadegoù ‘vo kinniget get strolladoù él Plaisir d’offrir, Dasha, Brigitte NRV pe c’hoazh Litovsk. Ar festival Kazh du ‘vo dalc’het etre digwener ha disul.
Met petra eo ur festival liberter ? Selaouomp Taran Karluer a zo unan ag an aozerion. Emañ get Erwan Blanchard
Da glevet ivez er c'heleier:
-Trubuilhet eo an OMSget epidemiezh an Ebola er C’hongo.
-Pestisidoù difennet e unaniezh Europa a zo bet kavet barzh ar boued !
-Komañset eo an enlask publik diàr ar raktres Cigeo e Bure.
-Un enklask a zo digoret doc’h Edouard Philippe.
-Dilennadegoù a vo aozet en-dro e Plouan (22).
-Goulennet en deus maer bet Treogan (22)get ar prefed e vehe aozet dilennadegoù en-dro.