Keleier ar vro d'al Lun 18 a viz Mae 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Ar redadeg 2026 : erru ar vazh-test 'ban Naoned!
Disadorn e oa erruet ar Redadeg e kêr Naoned, goude 2226 kilometr a-dreuz hentoù Breizh. Miliadoù a dud a oa deuet war Enez Naoned evit lidañ an dekvet Redadeg. Evel bep eil bloaz eo tremenet ar vazh-test a zorn da zorn, evel un arouez eus treuzkas ar yezh. Bevañ, Bodañ, Bezañ : setu an tem a oa bet dibabet ar bloaz-mañ. Ha tro-dro d'an tem-se e oa bet skrivet an destenn he deus treuzhet Breizh er vazh-test. Gant ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag gant Anna ar Beg, kelennerez brezhoneg war he leve, oberiant-tre e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegrien, e oa bet savet ar wech-mañ. Lennet e oa bet war al leurenn gant Anna ar Beg hag Aela Bricaud Salomon... Emaint gant Metig Jakez-Vargas.
Hep ar Skar, Redadeg ebet!
Ha ne vefe ket eus ar Redadeg hep skipailh ar Skar, skipailh kreiz ar Redadeg, he deus heuliet an darvoud noz ha deiz e-pad nav devezh. Selaouomp bremañ daou zen yaouank eus ar Skar, aterset int bet gant Metig Jakez-Vargas.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
O redek emañ Ebola dre Congo Kinshasa hag Ouganda
14 rannvro 'ba Russia zo bet taget gant dronou Ukrena
Ur greizenn nukleel 'ba Emirats Arab Unaned zo bet taget gant Iran
Keiko Fujimori 'vo ouzh Roberto Sanchez 'ba eil tro an dilennadegoù prezidant 'ba Perou
Merc'hed skipailh US Sant-Malou 'c'hoario e lig 1 e 2026-2027!