Avel Em Fenn - Lun 11 a viz Mae
An dibenn sizhun a deu e vo enoret Erik Marchand e Poullaouen ha Groñvel. Ur bern sonerien ha sonerezed a vo, hag en o zouezk, Dominique Jouve a seno treujenn-gaol gant ar C’hiñtet Klarinet. Hiroc'h gantañ diwar-benn al labour soner en doa kaset a-benn gant Erik Marchand e penn-diwezhañ ar bloavezhioù 80.
Pennad Kaoz ar sizhun : Chan Claod Taleg, kaner ha kizeller anezhañ.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar Goulc’hen Kervella haStrollad ar Vro Vagan.
Keleir ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann boishardy