Keleier ar vro d'ar Yaou 30 a viz Ebrel 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Nevez zo eo bet embannet ul levr get Aleksandr ar Gall, Hor Breudeur Tramor – Agan Breder Tramor e anv.
Setu ul levr divyezhek Brezhoneg ha Kerneveureg a blijay d’ar re a venna gouiet hiroc’h àr al lennegezh gerneveureg.
Bodañ a ra ar skrivagner ar pennadoù bet embannet er gelaouenn Gwalarn diàr-benn ar c’herneveureg hag al lennegezh gerneveureg, met ivez un dastumad skridoù kozh ag ar grennamzer betek skridoù an dasorc’h kernevek. An dastumad zo bet savet get Aleksandr ar Gall diàr an eskemmoù n’eus bet get kerneveuriz … Met penaos en deus graet an dibab justawalc’h ? Selaouomp anezhañ diouzhtu.
Aleksandr ar Gall a oa bet goulennataet get Anton Burel. Tro po da selaou ar pennad-kaoz a-bezh en abadenn Gouloù noz.
Da glevet ivez er c'heleier:
-Ur poent àr an emgavioù e Breizh àrac'hoazh evit devezh al labourerion hag al labourerezed.
-Embannet eo bet dec’h bilañs an institud Copernicus diàr an hin en Europ evit ar blezad 2025.
-Spletoù an embregerezh Total a zo kresket get kresk priz an dour-tan: ur splet rik a gazimant 5 milliard a eurioioù just evit trimiziad kentañ ar blezad !
-Goulenn a ra bro Frañs d’ar c’hallaoued a vehe e Mali kuitaat ar vro ar fonnaplan ar gwellañ, ha d’ar re o dehe raktreset monet eno, nullañ o veaj.
-Renour bet Lafarge ha 7 den arall a ra galv d'o c'hondaonidigezh evit bout finañset an djihadisted e Siria.