en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Raktres panneloù heol e Rostrenenn

Bec'h zo e parrez Rostrenenn avat ! D'ar Sadorn 11 a viz-Ebrel e oa bet un tregont den bennak o vanifestiñ e Megoed, war hent Ploure, evit enebiñ ouzh ur raktres sevel pannelloù-fotovoltaek war-c'horre tregont hektar a dachennoù labour-douar. An embregerezh Verso Energy an hini eo 'neus kinniget d'ul labourer-douar eus ar gumun da staliañ pannelloù-heol e-barzh e brajeier, lec'h ma vez lakaet saout da beuriñ sañsemant. Ur c'holektif zo bet krouet da stourm ouzh ar projedoù e-giz-se ivez, War An Toennoù (WAT) e anv. Selaouomp daou zen hag a zo ennañ : Etienne Cabaret ha Simon Cornet.

Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard

Kamp Utopia, ur sizhunvezh vakañsoù evit sevel ur film

Abaoe disul ‘zo 7 bugel zo etre 7 ha 12 vloaz o kemer perzh ‘bar c’hamp Utopia zo aozet gant Ti ar vro Bro-Leon. Gouestlet eo ar sizhun mañ ‘ba sevel ur film berr ‘vo diskouezhet da geñver ar genstrivadeg « Filmoù chakod ».  N’eo ket disoc’h ar film evit poent met aet eo war-raok ‘vel ‘pezh ‘neunt kontet deomp ar stajidi zo anvet Kleden, Milo, Moïra, Yann ha Karen zo unan eus an animatourezed. O krouiñ un istor faltaziek emaint, gant erevent, un den bleiz a rank skrapat bugale evit kaout mignoned... 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Ha da glevet ivez :

  • Betek pegoulz e bado an harz tennañ en Iran ?

  • Ar brezel e Liban

  • Ur prantad strizhder er Stad C'hall abalamour d'ar brezel e kornog Azia

  • Fin diorren ar panelloù heol er Stad C'hall ?

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio