Kastizet d'ar marv e c'hello bezañ ar balestinianed e Israel
Votet en deus Parlamant Israel d'an 30 a viz Meurzh tremenet ul lezenn spontus evit ar balestinianed, a c'hello bremañ bezañ kastizet d'ar marv. Kinniget e oa bet al lezenn-se gant Itamar Ben Gvir, ministr Israelian ar surentez broadel, eus an tu dehoù pellañ. Gellout a rae dija an dud bezañ kastizet d'ar marv e Israel, evit gouennlazh pe spierezh brezel. Met ne oa bet kastizet den ebet d'ar marv eno abaoe 1962, pa oa bet barnet Adolf Eichman, unan eus aozerien ar shoah. Gellout a raio bremañ palestinianed Sisjordania bezañ kastizet d'ar marv evit muntr, rak gwelet e vo ar muntroù-se evel spontouriezh. Met ne vo ket ken gwir all ar c'hontroll : un israelian a lazho ur palestinian eus Sisjordania ne c'hello ket resevout ar c'hastiz marv. Goulenn groñs a ra Amnesty international, evel al lez-varn etrevroadel, na vefe torret al lezenn-se, a lak war wel an apartheid a c'houzañv ar balestinianed. Muioc'h a ditouroù gant Joëlle Perrot, eus Amnesty International Breizh.
Joëlle Perrot eus Amnesty breizh a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ur wech kondaonet ar balestinianed d'ar marv gant ar justiz israelian e ranko ar varnadenn bezañ lakaet e pleustr dindan tri miz. Ne c'hellfe ket an damallidi ober galv neuze ha klask prouiñ int digablus. Rann Amnesty bro an Aberioù e bro Leon a aozo ur valeadenn 'benn disul e Lanildud, evit gwirioù bugel-den. Hag ur valeadenn all a vo aozet gant an aozadur e Laz e miz Mae.