Keleier ar vro d'ar Meurzh 14 a viz Ebrel 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Saotret eo Groñvel gant mengleuz Imerys
E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask e Groñvel gant ar media Splann, kaset da benn ar gazetennerez Celia Izoard. Kontammet eo ar gwazhioù-dour e-kichenn ar vengleuz, gant ar produioù dañjerus a vez implijet da dretiñ an añdalouzit. Produioù evel ar « xanthate » dreist-holl, ha c'hall bezañ un ampoezon evit an dud hag al loened. Ha n'eo ket echu an afer ! Ur pennad-enklask nevez zo bet embannet gant Splann pemzektez 'zo ha tamallet e vez da Imerys neuze bezañ diskarget 3000 litrad produioù fall e 2021, hep tretiñ anezho. Hiroc'h diouzhtu gant Caroline Trouillet, deus Splann.
Manifesto Kerneiz yaouank
E 2023 e oa bet bodet gant QCD, « Quimper Cornouaille et développement », ur strollad pemzek den yaouank. Pedet e oant da gemer perzh e asezoù kentañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne. Da c'houde e oa bet fiziet eno ur raktres, dezho da embann o soñj war an temoù-mañ. Ha goude ur bloavezh labour hag emvodoù o deus skrivet ur manifesto, « Echu eo ar vezh ». Muioc'h a ditouroù gant Camille Diquelou, he doa kemeret perzh er raktres.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Kollet en deus Viktor Orban an dilennadegoù e Hungaria disul
- Kenderc'hel a ra Donald Trump da lakaat gwask war Iran evit ma vefe addigoret an tremen e pleg-mor Ormuz
- Kondaonet eo bet an embregerezh Lafarge dec'h evit bezañ arc'hantaouet ar sponterien djihadist e Siria
- Un diferiad nevez a zo bet embannet gant prefed Penn-ar-Bed, a aotre distruj spesadoù evit sevel Stad mell-droad nevez Brest
- François Cuillandre, maer kozh Brest, a c'hellfe dont da vezañ kuzulier-kêr e enez Molenez