en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 14 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 14 a viz Ebrel 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Saotret eo Groñvel gant mengleuz Imerys

E 2024 e oa bet graet ul labour-enklask e Groñvel gant ar media Splann, kaset da benn ar gazetennerez Celia Izoard. Kontammet eo ar gwazhioù-dour e-kichenn ar vengleuz, gant ar produioù dañjerus a vez implijet da dretiñ an añdalouzit. Produioù evel ar « xanthate » dreist-holl, ha c'hall bezañ un ampoezon evit an dud hag al loened. Ha n'eo ket echu an afer ! Ur pennad-enklask nevez zo bet embannet gant Splann pemzektez 'zo ha tamallet e vez da Imerys neuze bezañ diskarget 3000 litrad produioù fall e 2021, hep tretiñ anezho. Hiroc'h diouzhtu gant Caroline Trouillet, deus Splann.

Manifesto Kerneiz yaouank

E 2023 e oa bet bodet gant QCD, « Quimper Cornouaille et développement », ur strollad pemzek den yaouank. Pedet e oant da gemer perzh e asezoù kentañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne. Da c'houde e oa bet fiziet eno ur raktres, dezho da embann o soñj war an temoù-mañ. Ha goude ur bloavezh labour hag emvodoù o deus skrivet ur manifesto, « Echu eo ar vezh ». Muioc'h a ditouroù gant Camille Diquelou, he doa kemeret perzh er raktres.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kollet en deus Viktor Orban an dilennadegoù e Hungaria disul

- Kenderc'hel a ra Donald Trump da lakaat gwask war Iran evit ma vefe addigoret an tremen e pleg-mor Ormuz

- Kondaonet eo bet an embregerezh Lafarge dec'h evit bezañ arc'hantaouet ar sponterien djihadist e Siria

- Un diferiad nevez a zo bet embannet gant prefed Penn-ar-Bed, a aotre distruj spesadoù evit sevel Stad mell-droad nevez Brest

- François Cuillandre, maer kozh Brest, a c'hellfe dont da vezañ kuzulier-kêr e enez Molenez


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio