Keleier ar vro d'ar Merc'her 8 a viz Ebrel 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Benjamin Bouard.
Gouelioù-Pask
Selaouomp an aotroù Sanson, kelenner e kloerdi bras Roazhon, da lâret deomp peseurt talvoudegezh 'neus ar gouel-mañ evit ar gristenien.
Ur reportaj gant Anton Burel
Ur "selaouer libr" en UBO
Digwener e oa devezh diwezhañ ar c'hentelioù en UBO e Brest ha komañset eo mare an egzaminoù bremañ. Met lod zo aet e vakañsoù dija : ar selaouerien libr. Bernez Gentil a zo unan deuzhouto. Pevar bloaz 'zo e oa graet e soñj gantañ da vont d'ar skol-veur da selaou kentelioù istor.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez :
Un harz-an-tan etre Teheran ha Washington
Cécile Kohler ha Jacques Paris zo bet liberet gant an Iran
Ar c'haner Kanye West baniset e Bro-Saoz
Nicolas Sarkozy dirak ar juj ur wech all c'hoazh
Ha savet e vo an Alsaz en-dro ?
10°C muioc'h evit ar pezh a vêr sañset da gaout e miz-Ebrel