Daou vaer e Tremargad !
E Tremargad, e Bro-Fañch, n'eus ket bet kinniget 'met ul listenn evit an dilennadegoù-kumun ar bloaz-mañ, hini Marie-France Bernard, ha zo bet anvet maer war-lerc'h an dro gentañ. Met e-barzh ar fin ne vo ket hec'h-unan da vont da vaer ar wezh-mañ : un den all a zo dibabet da gemer ar post asambles ganti. Setu bremañ vo daou vaer e Tremargad : ur vaouez hag ur paotr ! Met penaos vo graet 'ta ? Selaouomp Dorig ar C'hras, ha oa war listenn Marie-France Bernard.