Pro et Mer: ur saloñs 'vit ar micherioù a denn d'ar mor
Ar micherioù hag ar stummadurioù a denn d'ar mor n'int ket anavezet awalc'h amañ 'ba Breizh, 'pezh 'zo souezhus mat. 'Se 'zo, kaoz 'vo savet ur saloñs anvet Pro et Mer, Pro ha Mor, 'benn dimeurzh kentañ 'ba Brest. E-touez an aozerien 'mañ Ti al labour hag ar stummadurioù 'zo 'ba Brest. Fleur-Anne Réveillère labour 'vit an ti mañ, kemer 'ar perzh 'ba aozañ Pro et Mer.