en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

Klevet 'vo Mael de Calan gant al lez-varn kastiz gaozen d'e bolitikerezh war an RSA

Galvet eo Mael de Calan, prezidant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, hag unan eus renerien servijoù an departamant da vont dirak al lez varn kastiz d’an 30 a viz Meurzh. Gant ar CGT ha 6 den zo pe zo bet gant an RSA zo bet kaset ur prosezadur a-enepto. Rebechet eo da vMael de Calan hag ar servijou ra war dro an RSA ober kontroloù war stad ar re zo allocaterien beket re, beket mont an da harellerezh. Tri bloaz zo ‘oa bet lanset gant de Calan ur steuñv RSA zo diazezet war daou dalvoud: al labour hag an doujañs d’ar reolennoù. E touez ar re ‘neunt kaset ur prosezadur emañ Guillevic Le Cam, zo sevenour filmoù anezhañ. 'Pad prantadoù zo ‘nez afer bour skoazellet gant an RSA evit gellout bevañ. Muioc’h a displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.

54 klas a zo en arvar da serriñ e Penn-ar-Bed en distro-skol 2026

24 post a vefe kollet ivez er c'hentañ derez ha div wech muioc'h en eil derez, da lavaret eo unan e tost pep skolaj publik eus an departamant. Dec'h mintin e oa en em vodet kantadoù a dud, skolaerezed ha skolaerien, sindikadoù, familhoù pe c'hoazh dilennidi ar vro evit ober trouz dirak an ensellerezh akademiezh e Kemper ha klask pouezañ war ar raktres kartenn-skol. Sklaerenn Noisel, skolaerez ha sindikalourez er Snuipp-FSU, Magali Gallais hag Olier Robin, skolaer e skol Sant-Riwal, 'neunt laret hiroc'h da vMetig Jakez-Vargas.

Da selaou 'bar c'heleier:

  • Staliet eo "an delegation spéciale" evit merañ enez vMolenez

  • Dileuridi Seaska a c'houlenn gant rektor Bourdel 'vo muioc'h a euzkarreg 'bar vachelouriezh ar bloaz mañ

  • 100 000 a dud 'vanka dezho difenn ar skornegoù menez 'ba Arjentina

  • Orban, ministr kentañ Hungaria, zo en soñj paouez da gas gaz da Ukrena

  • Deputeed Europa 'neunt votet un destenn da reiñ an aotre da sevel kreizennoù da vac'hañ an dud dibaper

  • Rugbi: RC Gwened a degemero Nevez fenoz da genver kampionad Pro D2


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio