Bro Pondi sekouret get ar programm Leader.
Ar wezh ketañ eo ma vez kaset ar programm European ///Leader/// da benn e bro Pondi, a dolpa 45 parrez. 1,4 million a zo roet get an Europ evit sevel obererezhoù a denn pe d'ar sevenadur, d'an ekonomiezh, d'ar servijoù d'an dud, d'an degemer er vro ha d'ar c'henlabour. Betag bremañ eo bet arc'hantaet pemp raktres ha daou-ugent, da lâret eo pemp dregant àrn-ugent ag ar sekour asantet get an Europ. Betag fin 2014 e hell an ned a gar, tud prevez, strollegezhoù lec'hel pe kevredigezhoù kas o raktres. Serj Moelo zo prezidant ar GAL, ar strollad a lak ar program leader da gerzhet. Un tamm bilañs neus graet doh mikro Yaëlle ar Mouel.