N'eus danvez maer.ez ebet e Molenez !
N'eus bet kinniget listenn ebet gant annezidi Molenez evit an dilennadegoù ti-kêr e miz Meurzh, daoust da strivoù un dornad annezidi. N'int ket deuet a-benn da sevel ul listenn e koulz evit disklêriañ anezhi er prefeti. Adalek miz Ebrel e vo anvet tri den war an anezenn gant ar prefeti neuze, a vo en karg da verañ aferioù ar gumun, da c'hortoz un diskoulm. Agathe Seite a zo engouestlet e buhez hec'h enezenn gennidik. Displegañ a ra deomp penaos eo net lakaet diaes ar gumun gant an dilennadegoù...
Agathe Seite a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Etre 9 ha 13 den zo ezhom evit sevel ul listenn e Molenez. Tri miz a vo gant ar gumun evit aozañ dilennadegoù en-dro. Dalc'het e vint e miz Even sur mat, gant ma vo teuio a-benn ar Voleniz da sevel ul listenn ! 6 kumun e Breizh n'int ket deuet a-benn da sevel ul listenn da nebeutaén evit an dilennadegoù ti-kêr. Ur goursez tri miz o do holl.
Skeudenn : Molène photo ccpi