en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Labelioù-muzik hag an Internet

Labelioù-muzik hag an Internet

Ugent vloaz 'zo bremañ n'emañ ket mat an traoù ken gant al labelioù-muzik dizalc'h : degouezhet eo an Internet e-barzh ar jeu hag an dra-se en deus cheñchet kalz traoù. Ekonomiezh ar CD a zo aet d'an traon, muioc'h a goñkurañs a zo war Internet ha kavout a ra gwelloc'h an dud en deiz-hiviz selaou muzik dre « streaming », da lâret evit netra. Tost 75% eus ar muzik a vez selaouet er bed a vez selaouet dre Youtube, lakaomp. Ha diaesoc'h eo aet an traoù c'hoazh abaoe m'eo degouezhet an IA ivez. Met deus an tu all, Internet a c'hall bezañ un ostilh a-feson evit brudañ e labour ivez. Selaouomp Romain Sponnagel, rener al label Arfolk, bet aterset gant Benjamin Bouard er MIDEM e Plouared disadorn.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio