en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Serret e vo skol Diwan Boulvriag

Serret e vo skol Diwan Boulvriag

Serret e vo skol Diwan Boulvriag a-benn miz-Gwengolo. E 2013 e oa bet krouet ar skol-se ha betek hanterkant a vugale a zo bet skoliatet e-barzh en amzer gentañ. Nebeutoc'h a skolidi a oa ar bloaz-mañ, ne oant ket 'met seitek ken. Betek-henn e oant degemeret en un ti bet prenet gant tud ha oa o bugale er skol a-raok. Pezh eo, ne faot ket d'an dud-se ken feurmiñ o batis en-dro d'ar gevredigezh. Ar vugale a ranko mont da lec'h all a-benn an distro-skol neuze, kar evit ar mare n'eus ket bet kavet an tu da zalc'hen ar skol en he sav er gomun. Kaer o deus bet tud ar gevredigezh da glask, n'o deus kavet netra, nag e Boulvriag, nag e lec'h all. Kavout a reont da lâret ivez n'int ket bet sikouret kalz gant ar gomun. Pevar den a zo o labourat e skol Diwan Boulvriag en deiz-hiziv ha daou deuzhouto da nebeutañ a ranko mont da glask labour da lec'h all a-benn miz-Gwengolo, pa ne vo ket 'voiaen da ginnig kontradoù nevez d'an div ATSEM. Ur fest-deiz a vo dalc'het a-benn an 29 a-viz Meurzh en Danouet e Boulvriag, da rastellat moneiz da sikour ar skol betek fin ar bloaz. Selaouomp Enora Alory, eil-prezidantez an AEP, ha Bronwenn Pinschof, prezidantez kuzul-skoazell ar skol.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio