en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kempenn ar plomennoù gwrez a zo moiand gober get Et ça repart!

Kempenn ar plomennoù gwrez a zo moiand gober get Et ça repart!

Ar plomennoù gwrez pe « pompes à chaleur » e galleg a vez muioc’h muiañ doc’h ar c’hiz evit tommiñ an tier. Gellet a ra bout ur sistem mat evit an endro, met pezh ’zo e vent taolet aes a-walc’h a gaoz ma vanka ar pezh-mañ-pezh.

Setu ar pezh en deus broudet Christian Evano da sevel an embregerezh Et ça repart, a zo arbennikaet àr kempenn ha gwerzhiñ pezhioù distag evit ar plomennoù gwrez hag ar c’hlim.

Ar-lerc’h ar c’hovid, e oa bet digoret ar stal-se en Henbont chouk d’an Oriant. An hani kentañ e Frañs ! Met a c'houde m’emañ bet krouet an embregerezh, emañ bet digoret div voutik hañval e-korf an daou vlezad da heul.

Ha berzh a ra ar stal ! N’eo ket o soñj digor o marc'had d'ar broioù pell, met pezhioù a vez goulennet e Frañs a bezh hag e Europa.

Pevar den a zo é labourat e ti Et ça repart, un is-embregerezh a Tecniclima. Glenn Doujet, unan ag ar c’hopridi en doe kouviet Maxime Crahé, a Radio bro Gwened, da weladenniñ ar stal.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio