Ar gresk emañ ar c'hoant emrennerezh politikel hervez ur sontadeg
Ur sontadeg a zo bet nevez embannet diàr goulenn R&PS (Régions et peuples solidaires), Rannvroioù ha pobloù kengred, ur c’hevredad a voda strolladoù politikel emrennour él an UDB. Ar sontadeg-se, bet graet get an Ifop a ziskouezha eh eus ul lodenn brasoc’h brasan ag ar boblañs a zo a-du get ar mennozhioù emrennour hag ar politikerezhioù yezh.
Setu sell Brendan Guillouzic-Gouret, ezel a Kenurzhierezh demokratel Breizh diàr disoc’hoù ar sontadeg.
Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.
Ar sontadeg klok a zo da lenn àr lec’hienn web an Ifop mard oc’h dedennet da lenn an disoc’hoù dre ar munud: