Larsen ha mediator 193 : Ar french touch 3
«Homework gant Daft Punk eo ar ferrari o tibaseal an daou jav, santout a reer an tizhoù o tremen founapl, mont a ra buan-tre hag uhel-tre. Trouz an albom zo bedel hag an holl selloù zo buket war ar c’hwec’hkogn», eme DJ Gregory hag a oa e-touez an dud yaouank-se sot gant an hip-house, an house, ar funk, an disco hag a gemmeske ar sonioù, a sample anezho evit o c’hinnig er Palace pe er Bains Douches e Pariz. Ar bagad sonerien yaouank-se a reas ar pezh a anver ar French touch, emaoc’h o selaou Larsen ha Mediator e kompagnunezh Gaetan Boulic ha kenderc’hel a reomp hor beaj er french touch !
Playlist :
- Alan Braxe & Fred Falke : Intro
- Modjo : Lady
- Phoenix : If I Ever Feel Better
- Laurent Garnier : Man With the Red Face (tennad son)
- The Supermen Lovers (feat. Mani Hoffman) : Starlight
- Alex Gopher : The Child
- Etienne de Crecy : Sunset
Levrlennadur :
- Les Inrockuptibles hors-série : french Touch, 30 ans d’une histoire incroyable
- Les inrockuptibles 2 : Electro, des origines à nos jours
- “Electro” – Thomas Gaetner- Embannadurioù Gründ