Gouel ar Roue Waroc'h a vo an dibenn-sizhun mañ !
Bep plez e miz C’hwevrer e vez dalc’het gouel ar Roue Waroc’h e Plekob, kostez Gwened.
Etre an 20 hag an 22 e vo ar wezh-mañ, da laret eo etre digwener ha disul.
Ur bochad dijoloadennoù a vo moiand gober, get arzourion brudet ha re n’int ket. Un digarez d’ober bourrapl d’ur prantad ag ar blez, kentoc’h teñval ha moret.
Disul er fest-deiz e vo ar strollad Sonerion du, Guilaume Yaounak, Segal, Sarai, pe c’hoazh Strak àr al leurenn.
Hag ouzhpenn da koñkour Kan ar bobl e c’hella an dud bout kaset da koñkour Gourin ivez da c’houde bout gounezet er Roue Waroc’h.
Emerys a Radio Bro Gwened n’oe aterset Iris Loric, a youl-vat er gouel, evit reiñ deomp un tañva ag ar program.