Maela Ar Badezet he deus kemeret perzh da sevel sonerezh Boglands!
Doc’h ar c’hiz eo ar stiradoù ha niverus meurbed eo ar c’hinnigoù àr ar savennoù hag ar chadennoù tele. Met unan anezhe, Boglands, he deus peadra da zesachañ an evezh. Ur stirad e Gouezeleg eo, da laret eo Gaelig, troet e rannvro an Donegal e Norzh bro Iwerzhon. (ha pas Bro Iwerzhon an Norzh !)
An enklask polis get un aergelc’h teñval, en ur barrez vihan àr ar maezoù a roa tro da veajiñ dre ar gweledvaoù dibar.
Maela Ar Badezet kanourez ha telennourez anezhi, he deus kemeret perzh da sevel ar sonerezh get Krismen, diàr e ginnig. Kejet en doe ar sonour get skipailh Boglands pa oe é sevel e pezh c’hoari Bastard, get harp ur raktres European.
Ar c’hwec’h rann 45 munutenn pep hani a zo da welet àr Arte hag un eil koulzad a vo a-drugarez d’ar berzh n’eus graet an hani kentañ.
Un atersadenn kaset get Aodren Trehin.