Fardiñ kaot-mell: ur sekred a vez treuzkaset e skol Diwan Baod!
Dijoloomp ur rekipe hengounel a flondrenn pe traonienn ar Blanvezh : ar c’haot-mell. Un hengoun lec’hel-tre eo dre ma ne vez fardet nemet e kumunioù Baod, Kistinid, Melrand ha Guern.
Ur meuz un tamm hañval d’ar riz dre laezh eo, get mell (millet) él rezon, laezh, vioù, halen tev ha sukr.
E skol Diwan Baod e vez alejet kaot-mell a c’houde gwerso evit rastellaat argant.
Un afer treuzkas eo ar c’haot mell, pe kaot greus él ma lara lod hervez Béatrice Ar Moign a zo skolaerez er skol.
Aodren Trehin a oa e skol Diwan Baod get tud ar vugale ha skolaerezed é fardiñ kaot-mell da gas argant d’ar skol. Er reportaj-se ho peus klevet Béatrice Ar Mogn, Maria Malardé ha Nicolaz Graignic.
Etre 700 hag 800 barketenn a oa bet gwerzhet àr ar marc’had disadorn mintin. Rak-prennet e oant bet razh anezhe!
Teir gwezh bep plez ‘vez fardet d’al liesañ. Ar wezh mañ za a vo ar 4 a viz Ebrel.
Ma faota deoc’h anaviñ ar rekipe klok e vo ret deoc’h selaou stumm hir an abadenn ar eeun pe dre bodkast àr radiobreizh.bzh.