60 vloaz eo Strollad ar Vro Bagan!
Tri ugent vloaz Strollad ar vro Bagan ‘vo lidet ‘benn digwener ! Brudet eo SAVB evit bout ur strollad c’hoariva a gas pezhioù c’hoari e brezhoneg pe e brezhoneg-galleg. ‘Ba Breizh a-bezh ‘neus bet tro skipailh Strollad ar Vro Bagan da ginnig muioc’h ‘vit 50 oberenn pe ‘vefent bras pe vihan ‘vel Nominoe-Oe, Kernez-City, Cantique à Melila, Ar Roue Marc’h pe c’hoazh War hent Youenn Gwernig. Meur a gant komedian a youl vat pe a-vicher ‘neus bet tro da c’hoari, da deskiñ c’hoari e brezhoneg gant ar gevredigezh zo staliet ‘ba Plougerne. Roomp ar gaoz da C’houlc’han Kervella, c’hoarier ha leurenner, evit goar hiroc’h war penn kentañ ar gevredigezh ‘pa oa Oaled ar Vro Bagan bet kroet e 1965 ‘ba Plouneour-Trez… Emañ gant Erwan Blanchard.