en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lañset eo ar c'houlzad brudañ gant Yes Breizh

Lañset eo ar c'houlzad brudañ gant Yes Breizh

Yes Breizh, sed aze ur stroll a oa kroet e miz Even 2025 gant un nebeut tud, Philippe Correa , ar prezidant, en o mesk. Muioc’h a c’halloudoù evit ar vro e fell da dud Yes Breizh vefe roet sur dac’h. Ar stumm da gaout ar galloud zo ken pouezhus all… Mat e vefe e vefe anvet Breizh e-giz ur bobl pe ur gumuniezh evel ar pezh a oa c’hoarvezet gant Bro-Skos ha Bro-Gembre pa oa bet treuzkaset galloudoù d’o div bro se, savet ur parlamant hag ur gouarnamant. Savet eo Yes Breizh diwar batrom Yes Cymru ha dalc'het zo liammoùetre o daou. Deomp pelloc’h gant Alan ar C’hloareg, unan eus mouezhioù aotre Yes Breizh, evit gar hiroc’h war ar gevredigezh. Deuet e oa da Landerne disadorn evit reiñ lañs d’ur prantad da vrudañ Yes Breizh. Un emvod foran all ‘vo aozet ‘ba Roazhon d’ar 6 a viz C’hwevrer ‘ba tavarn ar Mod Kozh. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio