Avel Em Fenn - Merc'her 14 a viz Genveur
Un tammig emañ berroc'h an abadenn hiniv, a gaoz da broblemoù teknikel barzh an abadenn tre g'an hent; troc'het int bet ag ar podkast.
Hiniv e klevit Claire le Moign a Gouel Broadel ar brezhoneg é reiñ doereioù GBB: an anvioù kentañ, ar bilhederezh klok a zo bremañ da gaouet enlinenn, hag an eil emvod aoziñ, hag a vo d'ar 31 a viz Genveur e Ti ar vro Kemperle.
Klevet vo ivez ur gronikenn Barzaz, a-ziar an dastumad barzhonegoù En Ti An Archeteklin get Iwan Couée, ha kavet vo en-dro Kristian ar Bras e pennad-kaoz ar sizhun.
Keleier ar Vro get Metig Jakez-Vargas, hag Emrys é animiñ ar radio!