Avel Em Fenn - Meurzh 13 a viz Genver
L’Homme-Poisson, un abadenn c’hoariva skrivet ha c'hoariet gant David Walh a vo d’an 20 a viz Genver er sal Ar Champ Au Roy e Gwengamp. Hiroc’h nebeut gant Tomaz Kloareg, leurenner anezhañ, ouzh mikro Typhaine Leon, deus Radio Kreizh Breizh - Radio Treger Goueloù.
Un enkadenn a zo gant kalz a verkoù dilhad ba bro C’hall...abalamour da betra ? Respontoù gant Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons.
Kristian Braz diwar-benn e labour troer hag ar skrivagnerien a blij dezhañ.
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Stajiadez Stumdi Gwengamp : Morgane Suire, mersi bras dezhi !
Buheziñ : Yann Boishardy