3000 den a oa daet da zifenn an dour e Roazhon
An 11 a viz Kerzu o doe labourerion-douar an FNSEA, ar c’hoordination rurale hag ar JA nullet dre an nerzh emvod SAGE stêr ar Gwilen. En emvod-mañ e oa sañset bout votet ar steuñv da verañ kalite an dour en diazad. (bassin versant). Kounaret e oa sindikadoù galloudusañ al labour-douar get ar raktres difenn implij ul louzaouenn kimik da lakaat àr ar mais. Neoazh, ne vehe difennet nemet àr 1,5 % ag an tiriad, e lec’h ma vez tennet an dour evapl.
Da c’houde an darvoud-se, un hanter-kant kevredigezh, sindikad ha strollad politikel bennak él Dour ha stêrioù Breizh, ar c’honfederation paysanne, pe an UFC-Que choisir da skouer, o doe galvet da vanifestiñ e Roazhon. Disadorn d’enderv e oa en em vodet an dud evit difenn kalite an dour ha goulenn ma vehe kaset àr raok al labour douar bio.
Tro-dro 3000 den o doa dibunet e straedoù Roazhon hervez Radio Breizh hag ar mediaoù pennañ a oa àr blas. En o mesk e oa Jean-Michel Sanner a Dour ha stêrioù Breizh, Gildas Grimault a oa deuet en e anv ha Sophie Guezennec, ezelez strollad Greepeace Brest.
Devezh disadorn ne oa ket bet choejet dre zegouezh : digwener en em voday en-dro ar c’hle (CLE), komision lec’hel an dour, evit votiñ da vat ar SAGE. Etre daouarn ar prefed emañ an diviz benn ar fin. Eñ eo an hani a gadarnay, pe pas, disoc’h ar votadeg.
Ar reportaj-mañ ‘oe bet savet get Aodren Trehin get skoazell Typhaine Leon a Radio Kreiz Breizh.