Ur c'hooperativ 'ba bro Brest evit talañ ouzh an hin
Skoazell an ensavadurioù lec’hel hag an embregerezhioù da vont war an digarbonañ ! Ur bloaz hanter zo ‘oa bet roet lañs d’ar soñj sevel un doare kooperativ da stourm ouzh cheñchamant an hin gant « Bro Brest ». Staliet eo ar c’hooperativ da vat abaoe fin ar bloaz 2025. 150 000 a euroioù zo bet postet dija ‘vit lakaat ar stal da vont en dro… Muioc’h a ditour gant Nolwen Kiok, zo e karg eus ar c’hentiñ gant Bro Brest. Emañ gant Erwan Blanchard.