A-enep impalaouriezh Trump : ur vodadeg vihan e Kemper evit souten Venezuela
Un tregont bennak a dud a oa en em vodet dec'h [Lun] da noz dirak prefeti Kemper evit burutellañ politikerezh trevadennour Trump e Venezuela. Bannieloù eus an NPA, ar CGT, an UDB pe c'hoazh eus strollad ar Frañs Disuj a oa war al lec'h. Ur gemennadenn eus ar strollad Attac a oa bet lennet. Tangi Louarn, a zo ezel eus Lig Gwirioù Bugel Den, a oa war al lec'h ivez. Skoet eo bet, evel kalz tud, gant oberoù diwezhañ prezidant ar Stadoù-Unanet...
Klevet o peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.