en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Paul Molac : ali ar c'hannad àr ar raktresoù mengleuz a zo er vro.

Paul Molac : ali ar c'hannad àr ar raktresoù mengleuz a zo er vro.

3 raktres mengleuz a ra reuz er vro: Epona kostez an Oriant, Taranis kostez Redon ha Belenos a zo el Liger-Atlantel hag er Maine-et-Loire.

Aotreoù nemete da furchal (permis exclusifs de recherche) a zo bet roet e derroù ar miz get ar Stad d’an embregerezh Breizh Ressources a zouga ar raktresoù-se.

Paul Molaca zo kannad pastell-vro Ploermael er strollad LIOT. Emañ tizhet e zachenn get ar raktres mengleuz Taranis.

Un emvod publik da gelaouiñ an annezidi en doa aozet ar 7 a viz Du get ar gannaded Mahilde Hignet ha Jean-Claude Raux. Skiantourion a oa ivez.

Aodren Trehin he deus goulennet geton perak eo a-enep ar raktresoù mengleuz ha petra c’hell ober giz kannad ?

El peus klevet eo ar c’hannad a-enep ar raktresoù mengleuz evit abegoù yec’hed hag endro, met ne gava ket dezhon e vehe bet reizhoc’h kemer e kont an alioù roet get an annezidi hag an dilennidi lec’hel.

Evit monet pelloc’h e c’hellit lenn pennad ar media dizalc’h Splann ! « Breizh ressources, la société minière la plus discrète de l’ouest »



Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio