Servij Keodedel: ur mod da astenn e fri 'ba bed al labour
E 2010 e oa bet lañset ar servij keodedel diwar goulenn ar prezidant Sarkozy a-benn broudañ ar re yaouank da ved al labour. Etre 6 ha 12 e c'hell ar servij keodedel padout ha diazezet eo an hentenn war 9 dachenn pennañ, en o zouez ar sevenadur, an endro, ar sport pe c'hoazh ar yerc'hed.
Mael Kerzhero ha Marianne Vaidie a zo oc'h heuliañ ur servij keodedel e Radio Kerne. Roet o deus o soñj da Gatell Uguen.