Brezhoneg e skol veur ar C'hreisteiz e Gwened.
Diàr youl ur studier, Victor Gallou e anv, eo bet krouet an danvez da zibab-mañ. Digor eo d'ar studierion e ketañ, eil pe trede blezad gwir pe ekonomiezh-mererezh. Berzh neus graet ker tregont studier deus lakaet o anv. An eil kentel oa roet diriaou paset. Bet eo Yaëlle ar Mouel é c'houlenn muioc'h get Anna ha Jeanne, studierezed ha Ronan Stefan, kelenner.