Ur vedalenn evit Xavier Berthou, maer Ponvel
Disadorn 'oa Jean Yves An Drian, ministr an difenn, oc'h igoriñ sal ar gouelioù e Ponvel, 'kichen Karaez. Anat deoc'h ne oa ket aze abalamour m'eo ministr, war-un-dro 'oa paeron da vaer ar gumun, Xavier Berthou, a reseve e vedalenn a varc'heg en urzh broadel an Dellezegezh, ar merit. Hemañ end-eeun, a gont deomp petra 'ra se dezhañ. gant Tugdual Karluer.