en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha mediator 183 : Roswell, E.T. hag ar rock !

Larsen ha mediator 183 : Roswell, E.T. hag ar rock !

Da heul an eil brezel-bed en em led ar sevenadur amerikan er bed a-bezh. Daou skor sevenadur zo neuze produet ha skignet a-vil vern oc’h heuliañ ar GI’s forzh peseurt lec’h ez afent : ar pladennoù hag ar comics. Gant ar re gentañ en em led ar sonerezh, gant an eil ar skiant-faltazi.

Ar ger UFO, Unidentified Flying Object e saozneg (ni-di e brezhoneg) zo bet krouet e 1952 gant Edward J. Ruppelt, kapiten er US Air Force. Hemañ a oa e penn ar c’homision lakaet e plas gant an arme evit studiañ arselloù planedoù-nij niverusoc’h-niverusañ. Divizet e oa bet krouiñ ar c’homision-se da heul testeni al loman Kenneth Arnold en doa gwelet objedoù liesseurt o stummoù en oabl e 1947. Dibaoe e oa paot an testenioù (800 e 1948) ha martezeadennoù a bep seurt a rede da heul o komz eus kentpatromoù kirri-nij sekred amerikan pe rus hag eus donedigezh ezdouaridi war an Douar, un dodenn e aour evit ar rock !


Playlist :


- The Carpenters : Calling Occupants Of Interplanetary Craft (tennad son)

- Bernard Herrmann : The Twilight Zone Theme (foñs son)

- Ella Fitzgerald : Two Little Men in a Flying Saucer (tennad son)

- Boris Vian : La Java Martienne (tennad son)

- Invasion of the Body Snatchers, sevenet gant Don siegel e 1956 (tennad son)

- Billy Lee Riley : Flying Saucers Rock ‘n Roll

- Sheb Wooley : The Purple People Eater

- The Randells : Martian Hop (tennad son)

- Buchanan & Goodman : The Flying Saucer (tennad son)

- The Ventures : War of the Satellites (foñs son)

- The Tornados : Telstar

- Dominic Frontiere : The Invaders Theme (foñs son)

- Pink Floyd : Interstellar Overdrive (tennad son)

- Jefferson Airplane : Have You Seen the Saucers ?

- Elton John : I’ve Seen the Saucers (tennad son)

- David Bowie : Space Oddity (foñs son)

- Parliamant : Unfunky UFO (tennad son)

- Meco : Star Wars Theme (foñs son)

- Space : Magic Fly

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio