Gouel al levrioù e Karaez e fin miz Here
Benn ar 26 ha 27 a viz Here e vo gouel al levrioù e Karaez. Ur gouel o vodañ embannerien a Vreizh, al lodenn vrasañ eus ar re vrezhonek, hag un toullad mat e galleg. Bep bloaz 'vez ur prezidant a enor, evit ar bloaz zo eus ur brezidantez ma c'heller laret, rak ur gêr zo anezhi. Donostia en Euskadi an hini zo bet lakaet da brezidantez a enor. Muioc'h a zisplegadennoù gant Charlie Grall, ouzh mikro Tudual Karluer.