Kilometradoù minojennoù 'zo da zijoleiñ ba bro Pondi.
Deus ket pell 'zo oa bet igoret pemp minojenn nevez e kornad Silieg. Setu bremañ 19 hent hag a zouja doc'h reolennoù ar PDIPR, ar steunv evit ar minojennoù bale savet get an departamant. Ar raktres eo kempenn 36 minojenn get tolpad kêrioù Pondi. Savet 'zo iwez kartennoù sklaer get ti an douristed, dezhe da gavout o hent. Serj Moelo, maer Silieg ha kuzulier tolpad kerioù Pondi deus lâret hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.