Steuñv harz-an-tan Palestina: un disamm met peseurt plas gant Palestiniz en dazont?
Lakaet e pleustr ar steuñv da derc’hel un harz-an-tan ‘ba bandenn C’haza… Tri bloaz zo ‘oa roet lañs d’ar brezel eus Gaza gant Izrael. 67 000 palestinad ‘zo bet lazhet, da nebeutañ. Mileroù anezho zo bet gloazet o c’horf gant ar bombezadegoù war dachenn Gaza. Pa ‘oa bet dilennet prezidant Stadoù-Unaned ‘noa embannet Trump e teufe a benn da grouiñ en un emglev peoc’h ‘ba Gaza. N’eo deuet a benn. Evit poent eo un emglev harz an tan, ennañ 20 kraf, o tisplegañ ar mod ma vo dazont Gaza. Paouezet gant ar bombezadegoù abaoe diriaou, gwir eo. Selaouomp soñj Anna Tomin, ezelez eus AFPS Brest, war an emglev… Emañ gant Erwan Blanchard.