Kazel-ha-kazel : un diskoulm evit skoazell ar beizanted yaouank e bro Douarnenez
Er bloaz-mañ ez eus bet krouet ur font labour-douar e bro Douarnenez, anvet Kazel-ha-kazel. Awenet eo gant patrom « Terres de Liens ». Ur raktres brav ganet diwar diagnostik al labour-douar er vro-se e 2022 hag intrudu ur strollad keodedourien, o doa c'hoant sikour labourerien-douar yaouank d'en em staliañ er vro. E 2023 o doa krouet ur gevredigezh ha da c'houde ur SCIC ar bloaz-mañ, a-benn prennañ douaroù a-stroll. Muioc'h a ditouroù war an avañtur a-stroll mañ gant Katell Chantreau, a zo ezel eus ar gevredigezh ha kuzulierez e Douarnenez kumuniezh...
Ouzhpenn 60 000€ a zo bet dastumet gant Kazel-ha-kazel dija evit prenañ o douaroù kentañ. Hollad ar sammad arc'hant a zo da gavout a-benn fin ar bloaz. Muioc'h a ditouroù a gavfet dre lec'hienn internet « Kazel ha kazel », ma fell deoc'h prenañ ul lodenn da skouer.