en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kinniget 'zo bet steuñv lazhti Gad gant ar CECAB

Kinniget 'zo bet steuñv lazhti Gad gant ar CECAB

Ar beure mañ 'oa kinniget ar steuñv da genderc'hel gant lazhtioù Gad gant ar CECAB. 'Bar steuñv 'zo bet kinniget dirak al lez-varn koñvers e Roazhon 'zo anv da serriñ al lazhti moc'h 'zo 'ba Lambaol Gwimilio lec'h ma 'zo 850 a dud o labourat. N'eo klok ar steuñv se 'zo kaoz 'zo roet d'ar Cecab un tamm amzer evit e welaat. D'an 9 a viz Here e tremeno ar renerien dirak al lez-varn koñvers adarre. Bremañ 'yaio Prestor, lodennour Gad, eus tu ar Cecab. Embannet 'neus ar C'hoop 'vo kaset 26 000 porc'hell da& Jossilin. Abred beure 'oa en emgavet ur bouchad implijidi eus al lazhti 'zo 'ba Lambaol. 200 anezho 'zo bet o vanifestiñ 'ba Roazhon a-enep ar steuñv kinniget gant ar Cecab, ar re all 'zo chomet 'ba Bro-Leon: ganto 'zo bet lakaet tan 'bar pneuioù, stanket kroazhioù-hent kostez Landivizio. Dipitet kaer an holl o welout ur stal, 'yae mat en-dro pevar bloaz 'zo, o vont da netra. Tud 'zo o labourat eno abaoe muioc'h 'vit tregont vloaz. Hervé, bet o labourat 'ba ti Gad 'ba Lambaol 'pad pell 'oa deuet ar beure mañ dirak al lazhti 'vit manifestiñ. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio