Harzh-labour e bredospital Kemper
Harzh-labour a zo e bredospital Gourmelen e Kemper. Un toullad-mat a implijidi a vez oc'h en em vodañ dibaouez dindan un deltenn-vras staliet 'tal kichenn ar glinikenn 10 ha tud a vez o kampiñ eno bep noz. A-benn espern arc'hant 'n eus renerezh an ospital dibabet lakaat ar glanvdiourien hag ar vedisinet da labourat 5 eurvezh ha 30 ar sizhun hep devezh vak ha lod all vez tennet 3 devezh RTT diganto. Ouzhpenn-se 'zo postoù-labour en-arvar, dañjer neuze evit familhoù ar glanvdiourien koulz hag evit ar glañvidi.
Corentine Philippe, klañvdiourez e bredospital Kemper 'deus displeget hiroc'h da Gatell Uguen.