Bilañs an hañv 'bar pretioù
Emañ o diskar-amzer o tiskouez beg e fri, gwelet 'vez splann emañ an hañv oc'h echuiñ met brav ken-ha-ken eo bet miz Gouere ha miz Eost e Breizh. Berzh o deus graet neuze pretioù ar vro. E Gwaien emañ Ylva Fowler (distagañ Yilva) o labourat, en ur preti a fard boued bio ha deus ar vro, L'auberge e anv. Roet he deus he soñj war an hañvezh da Gatell Uguen.