en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 22 a viz Gwengolo 2025

Keleier ar vro d'al Lun 22 a viz Gwengolo 2025

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Devezhioù european ar Glad

Devezhioù european ar glad a oa e-pad an dibenn sizhun. Marteze ho peus bet tro da bourmen en ul lec'h dic'hortoz e Breizh ? E Gwaien Ar gevredigezh « Langoustier Cap Sizun » a ginnige d'an dud dizoloiñ ur Sloup, ur vag grilheta bet savet e penn kentañ ar bloavezhioù 1990 diwar bigi pesketa hengounel ar bloavezhioù 1930. Jean-Yves Lautredou a zo ezel deus ar gevredigezh, selaouomp anezhañ.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

BTU nevez war ar c'hleweled


Disadorn e oa dorioù digor lise Jean-Marie Le Bris e Douarnenez. Eno ez eus bet digoret ur stummadur nevez en distro-skol-mañ, ar BTU Kleweled (Breved Teknikour Uhel - BTS e galleg). Ar stummadur kentañ war ar c'hleweled e vo en deskadurezh publik e Breizh. Hag ar stummadur kentañ ha nemeti eo a zo kinniget e kêr ar pennoù-sardin goude ar vachelouriez. Ar sevener Avel Corre a zo kelenner evit an dermenidi en opsion kleweled e lise Jean-Marie Le Bris. Displegañ a ra deomp hiroc'h war ar Breved Teknikour Uhel pe BTU mañ nevez-mañ.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Kevredidi zo deus Stad Israel o deus anavezet Stad Palestina

  • Lid e koun al levezoner mirelour Charlie Kirk e Phoenix, Arizona, SUA

  • Tagadenn faskour e Brest

  • Disoc'hoù krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio