Bilañs an distro-skol e Diwan
Setu pemzektez zo bremañ eo distro ar vugale hag ar skipailhoù pedagogel d'ar skolioù. Peadra da dennañ ur bilañs kentañ evit pep hini deus an hentennoù skoliata e brezhoneg. Ul lañs nevez a zo gant ar rouedad Diwan, daou skol nevez a vo digoret ar bloaz-mañ hag ur skolaj, 'pezh ne oa ket c'hoarvezet 'pell zo. Met digreskiñ a ra an niver a vugale skoliataet deus an tu all. Muioc'h a ditouroù gant Mathilde Lahogue, renerez Diwan abaoe bloaz.
Mathilde Lahogue a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Displeget he deus ivez renerez ar rouedad e oa dleet digresk an niver a vugale d'an digresk demografel, d'ar c'holl fiziañs er rouedad 'blam d'ar c'hudennoù arc'hant a oa bet lakaet war wel warlene, pe c'hoazh peogwir n'eo ket tost atav ar skolioù Diwan ouzh lec'hioù anneziñ ar familhoù. Spi a zo gant Diwan resevout ar forfedoù skol a vank a-raok fin ar bloaz.