SKED en deus dilojet 'ba kreiz kêr Vrest
Dilojet eo SKED. Ur miz hanter zo ‘neus kuitaet ar gevredigezh ‘ra war dro ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ‘ba Brest he burevioù ‘oa ‘ba Pilier Ruz ‘vit mont da greiz . ‘Ba Square de La Tour d’Auvergne emañ SKED asambles gant Stumdi bremañ. Ur chenchamant bras evit an div gevredigezh. Selaouomp Trifina Baudu ‘zo kenurzhierez SKED. Emañ gant Erwan Blanchard.